Aozadur Badr

Aozadur Badr
strollad politikel, armed non-state actor, unvez milourel
Rann eusPopular Mobilization Forces, National Iraqi Alliance Kemmañ
Deiziad krouiñ1982 Kemmañ
RelijionIslam chiit Kemmañ
StadIrak Kemmañ
Bet erlec'hiet gantSheibani Network Kemmañ
Ur soudard eus an Aozadur Badr

An Aozadur Badr (arabeg: منظمة بدر‎‎), anvet Brigadennoù Badr pe Korfad Badr a-raok, a vez rgaet eus un aozadur irakian gant en e-benn Hadi Al-Amiri. Ar brigadenn Badr a oa an aozadur milourel tuet gant Iran ha diazezet er memes bro eus ar strollad muzulman chiit Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Savet e oa bet er bloavezh 1982. Abaoe 2003 hag aloubadeg Irak darn stourmerien ar strollad Badr a zo emezelet en nerzhioù polis ha lu nevez Irak.

Da geñver ur sell politikel, ar brigadenn, Badr ha Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak a oa gwelet evel aozadurioù kendeuzet abaoe 2003, hiziv-an-deiz gant ur sell ofisiel ez int daou skourr disheñvel o welet an Aozadur Badr o tont da vezañ ur strollad politikel irakian o kemer perzh en dilennadegoù. Nerzhioù stourm ar Brigadennoù Badr gant ar c'huzulierien Iranian e-penn, a zo deuet da vezañ enebourien daonet d'ar Stad Islamek aboae 2014 en Irak. Degemeret eo bet an nerzhioù lu-se er c'hengevrad Al-Hashd Al-Sha'abi (Engalvadeg an nerzhioù pobl).

An Aozadur Badr a oa bet savet en Iran e 1982 evel skourr milourel an Al-Majlis Al-A'ala Al-Islami Al-'Iraqi (Kuzul-meur evit ar Reveulzi islamek en Irak). Diazezet e oa en Iran e-pad 20 vloaz (ren Saddam Hussein) gant pennofiserien eus Iran. An izili a oa kantadoù a repuidi eus Irak, pe ez-soudarded Irak o devoa stourmet gant Iran e-pad ar Brezel Iran-Irak. Tuet ha dafaret e oa gant Iran.