Ar C'hab evel m'emañ distaget gant tud ar vro, pe ar C'hab-Sizun (Le Cap-Sizun e galleg) pa vez kaoz anezhañ e douaroniezh, e istor pe ez-ofisiel, a zo e penn pellañ Kerne hag a glot gant Kanton Pontekroaz.
Dont a ra e anv leun, diimplij bremañ e brezhoneg, eus anv Enez-Sun (diwar Sizun).
Kantvedoù-pad e voe aber ar Waien, da vezañ komprenet evel ar Wazhienn(-vor), ur skoilh bras etre al lodenn vrasañ e gwalarn ha Ploeneg ha Mahalone gevred. Pontekroaz e penn an aber a voe lec'h ar c'henwerzh a, diouzh-se lec'h ar galloudoù. Gwaien, ur porzh pesketaerien bihan a-walc'h a-raok an 19vet kantved a zo aet da vezañ kreñvoc'h a-fed niver ar boblañs ha lec'hiadur ar servijoù publik
Klotañ a ra kumunioù ar C'hab gant an 12 a zo e kanton Pontekroaz kozh a zo bet kendeuzet gant hini Douarnenez, met ne glot ket gant Kumuniezh kumunioù ar C'hab Sizun, pa n'hellas ket kumun Enez-Sun mont e-barzh, en abeg ma n'eus ket tailhoù lec'hel da vezañ rannet evit ar servijoù etrekumunel.
War aod hanternoz ar C'hab ez eus begoù hag oufoù. Amañ e weler Karn Uhel hag enezennig ar Milinou e parrez Goulien.