Ar Goantenn e Koad ar C'housk zo ur gontadenn c'hallek (La belle au bois dormant) gant Charles Perrault, bet lakaet e brezhoneg hag embannet gant Embannadurioù Al Liamm er bloavezhioù 1960 en dastumad Levrioù ar vugale.
Savet e oa bet ar gontadenn diwar unan all tennet eus ar Pentamerone, un dastumad italianek gant Giambattista Basile (1565-1632), a oa bet embannet en 1634. Sole, Luna e Talia (Heol, Loar ha Talia) e oa anv ar gontadenn orin. Met skridoù koshoc'h a ra anv eus ar vojenn ivez.
An doare gall brudetañ eo hini Charles Perrault, en 1697, e Les Contes de ma Mère l'Oye.
Hini ar vreudeur Grimm, Dornröschen, a voe embannet e 1812.
Diwar treuzkompren ster an titl gallek e teu an titl brezhonek. E galleg ivez e vez treuzkomprenet an titl alies, e gwirionez eo ret intent "la belle / au bois / dormant", da lavaret eo ar goantenn /er c'hoad / (o) kousket : ar goantenn an hini zo kousket, n'eo ket ar c'hoad.