La fragua (Ar c'hovel) | |
Francisco de Goya, 1819 | |
Eoullivadur war vezher | |
181,6 cm × 125 cm | |
Dastumad Frick | |
New York | |
Stadoù-Unanet Amerika | |
Ar c'hovel (pe la fragua e spagnoleg) zo un daolenn vras livet gant Francisco de Goya (1746–1828), war-dro 1817, evit ar genkiz Quinta del Sordo, hag a zo war ziskouez en dastumad Frick, en New York.
Gwelout a reer tri gov en-dro d'un annev.
Evel ul luc'hskeudenn eo an daolenn, teñval eo al livioù, louet, du, glas, en-dro d'ar metal ruz.
Diskouez a ra nerzh ar wazed, pezhioù kofoù-brec'h ha kein ledan dezhe. Gwelet eo bet an oberenn evel nerzh ar bobl spagnol trec'h war houarn klezeier armeoù gall Napoleon o devoa aloubet Spagn.
Goude ma oa bet Goya livour al lez e tiskouez amañ e oa kizidik ouzh poanioù an dud ordinal, ha meur a wech en deus livet labourerien.
Evel kalz eus ar poltredoù graet gant Goya eus tud ar bobl ne voe ket gwerzhet an daolenn e-pad e vuhez, ha chom a reas gant e vab ken na voe prenet gant ar roue gall Louis-Philippe Iañ evit ar Galerie Espagnole a oa e Mirdi al Louvre, ma voe war ziskouez eus 1838 da 1851, ha neuze e voe kaset da Vro-Saoz. E 1853 e voe gwerzhet e Christie's en Londrez, ha prenet evit mont da greskiñ an Dastumad Frick[1].