Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer:
(Araogennoù e druz ; rannfrazennoù araogennek e italek)
E meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez (s.o. araogennoù brezhonek), e kaver daou doare araogennoù:
Rannfrazenn araogennek (saoz. prepositional phrase) an hini a vez graet eus ar stroll araogenn ha renadenn. Bez e c'hell bezañ implijet seurt rannfrazennoù araogennek-se evit spishaat rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb evel pa vije anvioù-gwan pe adverboù anezhe, da skouer er frazenn aet e oa ar plac'h en he c'hoazez war ar gador e talvez ar rannfrazenn araogennek war ar gador da spisaat ar verb mont en koazez.
Brudet eo ar yezhoù keltiek evit displegañ araogennoù evel pa vijent verboù, ds.:
Yezhoù zo, evel ar japaneg da skouer, a laka ar rannoùigoù liammañ a seurt-se goude o renadenn e-lec'h o lakaat dirazañ. lerc'hennoù ha n'eo ket araogennoù a vez graet eus ar rannoùigoù-se neuze.
Setu un nebeud skouerioù tennet eus yezhoù a ra gant lerc'hennoù:
Techet e vez ar yezhoù a ra gant lerc'hennoù d'ober ivez gant an urzh rener-renadenn-verb (SOV). Yezhoù all avat a c'hell ober gant an urzh-se hep ober dre ret gant goudeennoù, da skouer al latin. Techet e vez ar yezhoù a ra gant goudeennoù da lakaat an anvioù-gwan dirak an anv-kadarn spishaet gante.