| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor argus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Arestorides | ||
Anv skiantel | |||
Arestorides argus (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Arestorides argus zo ur spesad kregin divoutin eus Meurvor Indez hag ar Meurvor Habask ; ar spesad nemetañ er genad Arestorides e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Deskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 ha renket er genad Cypraea[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Arestorides argus bezañ impijet un tamm muioc'h eget ar re all.
Kavet e vez Arestorides argus tro-dro da live izel al lanv dindan reier ha bloc'hadoù koural.
Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 60 ha 88 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 46 mm gour, pe ramz betek 116 mm.
Tri isspesad zo bet deskrivet.
Meur a vro o deus embannet timbroù o tiskouez Arestorides argus, alies-tre dindan an anv Cypraea argus.
Talparia talpa ha Talparia exusta, daou spesad tost a-walc'h.