Argil

An argil, pe kiladenn, eo ar fiñvadenn war-dreñv a ra un arm-tan pa lez an tenn da vont. Dont a ra eus ar gazoù produet gant tarzhadenn poultr ar munision. Izel pe uhel e c'hall bezañ hervez kalibr ar munision ha pouez an arm.

Jediñ an argil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa darzh kargad-poulzañ ur munision e krou un energiezh. En ur mod teorikel, ar fiñvadenn krouet gant an energiezh-mañ a vez dasparzhet en un doare kevatal etre ar vannadell hag an arm. O vezañ m’eo kalz izeloc’h pouez ar vannadell, ha kalz uheloc’h hini an arm ; o vezañ ivez m’eo dalc’het alies an arm gant brec’h an tenner (pe ur skoazell evit an armoù ponner) e vo treuzkaset tost an holl gementad fiñvadenn d’ar vannadell, eztaolet gant an darempred :

e-lec’h ma talv m1 ha v1 mas ha tizh ar vannadell, ha m2 ha v2 mas an arm ha tizh ar argil.

Elfennoù o deus un efed war an argil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Energiezh ar vannadell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Energiezh sinetek ar vannadell a vez eztaolet e Jouloù (J). Jedet e vez gant ar formulenn enni mas ar vannadell e kilogrammoù ha he zizh e metr/segondenn. Ar memes bannadell a c’hall revesiñ un energiezh disheñvel hervez kementad ha doare ar poultr, hirder ar c’hanol, stumm an douilhez pe elfennoù all.

Pouez an arm

Seul bonneroc’h an arm, seul nebeutoc’h e vo santet an argil gant an tenner.

Doare an arm

Hervez e sistem kulasenn, e sistem poulzañ (poultr pe gwinterell evit an aer gwasket) pe implij ur starderez e beg ar c’hanol da skouer.

Efedoù an argil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un tenner a c’hall diarbenniñ an argil m’en deus tennet dija, ha lakaat e izili pe e gorf en ur mod disheñvel a-raok tennañ, ar pezh a c’hall kaout un efed war dasparzh ar boledoù ouzh ar sibl.
  • An argil a lak alies kanol an arm da sevel. N’eo ket ken resis an tennadegoù e mod aotomatek pe un heuliad tennoù tost e mod damaotomatek
  • Argil ar armoù-tan hiniennel galloudus (armoù-brezel pe chaseal) a c’hall bloñsañ brec’h, bruched pe skoaz an tenner.

Izelaat an argil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Implij ur skoazell (daoubez, trebez pe fust) a c’haller ober evit stabilaat an arm da vare an tennañ.
  • Ur starderez a c’hell bezañ lakaet ouzh beg ar c’hanol ivez : a-drugarez da doulloù e lak lod eus ar gazoù a ya da heul ar vannadell er c’hanol da vont kuit war ar c’hostezioù.
  • Starderezioù 'zo a gas ar gazoù war-zu an nec’h evit kempouezañ uhelaat ar c’hanol da vare an tenn.
  • Ur vandenn doullet a gaver war ganolioù armoù zo (evel ar Colt Anaconda pe fuzuilhoù-chase damaotomatek 'zo da skouer) da bonneraat anezhañ ha da wanaat efed an argil.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan