Arllechwedd

Kartenn eus kantrevoù Kembre : en hanternoz emañ Arllechwedd, etre Rhos hag Arfon

Arllechwedd a oa unan eus kantrevoù Kembre er Grennamzer, e rouantelezh Gwynedd.

Edo etre kantrev Rhos ha hini Arfon. Ennañ e oa lec'hioù a bouez evit rouantelezh Gwynedd : lez ar rouaned en Abergwyngregyn, kastell Dolwyddelan hag abati Aberconwy. Rannet e oa Arllechwedd e teir lodenn, e tri c'hombod (cwmwd) : Arllechwedd Uchaf, Arllechwedd Isaf ha Nant Conwy.

Hiziv e talc'h da vezañ un deanelezh, un unvez evit an iliz : deanelezh Arllechwedd en eskopti Bangor. A-fed ar velestradurezh emañ an darn vrasañ eus douaroù Arllechwedd e Sir Conwy, hag un tamm bihan, er gornaoueg, zo e kontelezh Gwynedd.