Arpad Elo

Arpad Emrick Elo (Élő Árpád Imre en hungareg) a zo bet ganet d'ar 25 a viz Eost 1903 en Hungaria ha marvet d'ar 5 a viz Du 1992 e Wisconsin er Stadoù Unanet.

Skiantour ha meurc'hoarier echedoù eus SUA.

Kelenn a reas ar skiantoù fizik en ur skol-veur er Milwaukee ha, goude, en unan all er Wisconsin. Meur a-wezh e voe kampion echedoù ar Stad-mañ.

Gantañ e voe ijinet an doare renkañ "Elo" evit gouzout nerzh kement c'hoarier echedoù. Implijet e vez bremañ an hevelep doare evit ar Go (c'hoari).

Oberenn skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Árpád Élő, The Rating of Chessplayers, Past and Present, 1978, ISBN 0668047216 .

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]