Astoria zo ur gêr eus Stadoù Unanet Amerika, e stad Oregon. Emañ war ribl su aber ar stêr Columbia. Er bloavezh 2000 e oa poblet gant 9 970 a dud. Anvet eo bet diwar ar mondian John Jacob Astor a grouas Fort Astoria eno e 1811, d'ober kenwerzh ar c'hrec'hin loened.