An Attacotti (pe Atticoti, Attacoti, Atecotti, Atticotti, Atecutti...) a oa ur bobl a oa o chom gwechall en Iwerzhon pe e Bro-Skos, hervez a lenner e meur a destenn latin eus dibenn an Impalaeriezh roman.
Lakaat a rejont freuz ha reuz e proviñs roman Britannia war-dro ar bloavezhioù 360, war un dro gant pobloù all evel ar Scoti, ar Bikted, ar Saksoned, ha Brezhoned all ivez. Trec'het e voent gant Theodosius e 368.
Savet e vije an anv-se diwar an elfennoù ate, ur rakger galloudus, ha cotto ("kozh") ha talvezout a raje kement hag "ar re gozh", "ar re a oa da gentañ er vro"[1].