Audofledis

Audofledis
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Titl noblañsFrank prince, King of the Ostrogoths Kemmañ
Deiziad ganedigezh460s Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv510s Kemmañ
Lec'h ar marvRavenna Kemmañ
TadChilderig Iañ Kemmañ
MammBasina Kemmañ
PriedTeodorig Veur Kemmañ
BugelAmalasunta Kemmañ
FamilhMeroveed Kemmañ
Micherconsort Kemmañ

Audofleda pe Audofledis (war-dro 469 - 534) a oa ur briñsez frank pagan. Merc'h e oa da Childerig Iañ (marvet en 481), roue ar Franked, ha da Basina, eus Thuringen. He breur C'hlodwig Iañ a renas war-lerc'h o zad. Div c'hoar he doa ivez: Albofledis, ha Lantilde pe Lantechilde.

Teodorig Veur, roue an Ostrogoted, e Ravenna, en Italia, a gasas kannaded d'he breur da c'houlenn anezhi da bried digant C'hlodwig Iañ.

Hennezh a oa o klask siellañ un emglev politikel a-enep ar Vurgonded a oa war-nes aloubiñ e rouantelezh. Roet e voe da bried dezhañ e 493, met glac'haret e voe he breur pan eas Audofledis kuit da Ravenna. Badezet e voe Audofleda gant un eskob arian.

Merc'hed all Teodorig a voe dimezet da rouaned ar Vurgonded, ar Vandaled, hag ar Vizigoted. Gant se en doa graet emglev gant ar an holl rouaned varbar tro-dro.

Ur verc'h o doe, Amalasunta, a zimezas da Eutarig, hag a renas evel rejantez war an Ostrogoted, etre 526 ha 534.