He zad roue en doa klevet digant un orakl e vije diskaret gant e vab-bihan. Da virout ouzh kement-se en devoa kaset e verc'h da velegez da dempl an doueez Athena Alea rak abalamour d'he c'harg e ranke chom gwerc'hez. Un deiz avat e teuas an harozHerakles d'ober un dro d'ar vro, ha setu Auge dougerez. Ur mab he doe, ha Telefos e oa e anv. Kuzhat he mab a reas Auge e templ Atena, bete-gouzout e teufe c'hoant d'he zad lazhañ ar bugel. Hogen klevet e voe ar bugel o leñvañ en templ, ha droug en tad-kozh.
En un doare all e voe roet Auge d'ar moraer Nauplius, ha hennezh a oa d'he lazhañ. Truez outi en doe avat, ma kasas anezhi d'ar roue Teuthras, roue Mysia, en Azia Vihanañ.
Hervez un doare all e voe lakaet Auge en ur bouteg ha kaset war ar mor[2]. Erruout a reas e Mysia. Kemm zo adarre etre an doareoù. Pe e timezas Auge d'ar roue Teuthras, pe e voe adverc'het ganti. Diwezhatoc'h e voe brezel etre Teuthras hag Idas. Hogen setu Telefos o klask war-lerc'h e vamm o tegouezhout er vro hag o reiñ skoazell ha trec'h d'ar roue. Goude an trec'h ec'h anavezas e vamm.
Hervez un doare all c'hoazh e tegouezhas Auge gant he mab e Mysia, ha Telefos an hini a voe advabet gant ar roue.
Hervez un doare all eo teutras a voe tad da Delefos.