Bae Cinmel (Kinmel Bay e saozneg) zo ur gêriadenn en arvor Sir Conwy, e hanternoz Kembre. Emañ etre Y Rhyl, a zo en tu all da Y Foryd, aber ar stêr Clwyd, er reter, hag Abergele, er gornaoueg.
Kresket eo ar gêriadenn diwar ur gar, war linenn Hent-houarn Arvor Hanternoz Kembre. Dont a ra kalz touristed da Vae Cinmel en hañv hag e-leizh a diez-hañv hag a garavanennoù zo war an aod.
Asambles gant Tywyn, er c’hreisteiz, ez a Bae Cinmel d’ober ur gumuniezh, Bae Cinmel a Thywyn.
|