Ar baião zo un doare-seniñ hag un dañs poblek e Nordeste Brazil, deuet eus Pernambuco, en hanternoz da stad Bahia.
Dont a ra eus al lundu, pe un doare anezhañ anvet "baiano", troet da baião.
Diwarnañ eo deuet an doareoù anvet forró, côco, embolada, ciranda .
Daoust ma teu eus Pernambuco ez a pellik levezon ar baião, ha betek stadoù São Paolo ha Rio de Janeiro.