Ur ger gant meur a ster eo barr hag a c’hell bezañ implijet evit pep seurt traou fetiș ha difetis. Liester barroù.
Dre vras e c’hell barr bezañ perzh un dra kaset en e stad uhelañ pe greñvañ (anv-gwan) pe, dre luniañ, bezañ ar momed m'eo eus an uhelañ e stad (anv-kadarn).
=== Un dra a c'hell bezañ barr p'emañ el live uhelañ pe dizhet e live uhelañ ganti pe bezañ leun e endalc'h === Un den a c'hell bezañ barr (kevatal da war ar barr)
War un toullad a dachennoù disheñvel e kaver an anv-kadarn barr a dalvez evit pep tra fetis pe difetis a zo pe a ya d'al live uhel. A-wezhioù e teu an anv diwar ar c'hevata gant ar brank, barr dour beniget, da skouer.
Skouerioù : == brank pe skourrig (gwez, brousgwez) == poent uhelañ un uhelenn pe ur savadur == barr ar brud == e skiantoù e vez implijet barr pe barrad evit pep darvoud ma vez diskouezet ur stad kreñv e-keñver ar stad boutin : barr paz, barr glisemiezh, barr arnev, barr reverzhi,
Met e kaver ivez gerioù hep meizad an uhelded :
== kan dour
== karter (e Sant-Servez-Kallag, hervez Devri)
== termen gwirel