Battlefield: Bad Company a zo ur c'hoari tenn d'eus an heuliad Battlefield Serie bet sevenet gant ar studio Digital Illusions Ce hag embannet gant Electronic Arts pe EA Games d'an 28 a viz Even 2008.
Aergelc'h ar c'hoari a zo dammwir gant ur brezel savet etre ar Stadoù-unanet Amerikan ha Rusia.
An tu a zo d'e c'hoari war XBOX 360 ha Playstation 3.
Disheñvel ez eo d'eus c'hoarioù all an heuliad dre ma vezer soubet en ur skipailh soudarded pa c'hoarier e-unan.
Emaoc'h engouestlet er strollad soudard B, lec'h ma vez kaset ar re a hegas an ofiserien pe ar re kondaonet gant an arme 'pezh a zispleg anv ar c'hoari Battlefield : Bad Company.
Dre-se e vezer kaset e-tal evit an holl emgannioù dre ma vezer ur soudard a netra evit an arme.
Ur wech kroget gant a brezel e klev ar strollad stourm B kaoz d'eus aour kuzhet 'pezh a lak anezho da vont gant o brezel dezho evit e adtapout evito pell d'eus ur soñj brogarour.