Titl | Battlestar Galactica |
---|---|
Diazezet war | Battlestar Galactica |
Labour da-heul | Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004) |
Heuliet gant | 33 |
Tachenn | stirad skinwel skiant-faltazi |
Krouet gant | Glen A. Larson |
Skigner orin | Sky One, Syfy |
Bro orin | Kanada |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad kregiñ | 2003 |
Deiziad echuiñ | 9 Kzu 2003 |
Sevener | Michael Rymer |
Komedianeta | Edward James Olmos |
Amleder | NBCUniversal Syndication Studios |
Hollved faltaziek | Battlestar Galactica universe |
Renkadur Filmiroda | Rummad II |
Lec'hienn ofisiel | http://www.syfy.com/battlestar/ |
Has spin-off | Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004) |
Battlestar Galactica zo ur mini stirad skinwel teir eurvezh gant an aktourien Edward James Olmos ha Mary McDonnell, skrivet ha produet gant Ronald D. Moore ha renet gant Michael Rymer. Ar c'hentañ lodenn eo d'ar stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica diazezet war ar stirad Battlestar Galactica eus 1978. Dre ar berzh-mat a voe ez eo deuet da vezañ digoradur ar stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica 2004.
Ar ministirad a voe skignet evit ar wech kentañ war ar chadenn Sci Fi Channel er Stadoù-Unanet adal an 8 a viz Kerzu 2003. Div lodenn ar ministirad o devoa desachet 3.9 ha 4.5 milion a arvesterien. Ar ministirad a oa deuet da vezañ a-benn neuze an trede programm arvestet ar muiañ ha skignet war ar chadenn Syfy.
Kregiñ a ra ar c'hentañ lodenn gant un destenn digoradur:
"The Cylons were created by Man.
They were created to make life easier on the Twelve Colonies.
And then the day came when the Cylons decided to kill their masters.
After a long and bloody struggle, an armistice was declared.
The Cylons left for another world to call their own.
A remote space station was built...
...where Cylon and Human could meet and maintain diplomatic relations.
Every year the Colonials sent an officer.
The Cylons sent no one.
No one has seen or heard from the Cylons in over forty years."
Goude un arsav-brezel a badas 40 vloaz etre Trevadennoù Mab-Den hag ar re Cylons (robotoù krouet gant an denelezh), ar re Cylons a dag trumm ha garv. An tagadennoù a zo sevenet dre misiloù nukleel lies, ar pal a zo lazhadegañ an denelezh a-bezh en un taol. Darn poblañs an 12 trevadenn denel a zo lazhet war an taol. Al luioù trevadennel a zo talet aes dre ma z'eo bet implijet ur viruz stlenneg war ar rouedadoù niverel milourel. Ar malware a oa bet lakaet e-plas gant Niverenn 6 (Number Six, Tricia Helfer), ur Cylon gant neuz ur vaouez denel. Deuet e oa a-benn da lakaat ar skiantour Dr. Gaius Baltar (James Callis) da vezañ sot outi. Dre-se e oa bet aes dezhi iriennañ a-enep an denelezh.
Ar Battlestar Galactica, ul lestr-egor brezel en devoa kemeret perzh er C'hentañ Brezel Cylons, a zo war nes bezañ lakaet da mirdi pa grog an dagadenn veur. Dre ma oa bet implijet e-pad a-raok an arsav-brezel, ha dre c'hoant ar c'habitened, e oa chomet ar Galactica gant ur sistem urzhiataerezhioù mod-kozh ha troc'het eus ar rouedadoù milourel. Chomet e oa neuze hep bezañ drastet dre an dagadenn niverel Cylon. Penn al lestr egor brezel ar c'homandant William Adama (Edward James Olmos), a n'em gav e-penn listri-egor trevour lies dreistbeverien an Apokalips. Gant ar soñj enep-argadiñ e vez kaset al lestr Battlestar Galactica war-zu ar Ragnar Anchorage, ur mirlec'h milourel evit dastum eno bolodoù.
Mab ar c'habiten Adama, Lee "Apollo" Adama ur blener lestr-egor brezel Viper a glask saveteiñ al lestr egor Colonial One rak en e bourzh e vez Laura Roslin, bes sekretourezh d'an Deskadurezh Trevadennel, ha 43vet war al listenn susit evit bezañ prezidantez an Trevadennoù deuet d'e vezañ dre ma z'eo marvet an holl re all en e a-raok el listenn. E fin al lodenn e soñjer ez eo tarzhet al listri-egor en un darzhadenn nukleel Cylon.
Al lestr Colonial One n'eo ket bet distrujet. Ar brezidantez Roslin a glask rastellañ an holl listri egor trevour hag a zo kollet en egor tro war-dro evit sevel ur flodad. Ar re Cylons a gav ar flodad ha tabut a zo war lammañ gant al listri a c'hell evit tizhout Ragnar Anchorage a bezañ difennet gant ar Battlestar Galactica pe chom hep kemer e kont riskl ar re Cylons. Lammet e vez en egor ha peurrest al listri trevour a zo distrujet.
Erruet eno Gaius Baltar a zo karget da vezañ ar skiantour enep Cylons gant ar brezidantez. Ar c'homandant Adama hag ar brezidantez a zo kounaret etrezo rak evit ar soudard ret eo tagañ ar re Cylons. Evit ar brezidantez ez eo anat ez eo kollet ar brezel ha ret eo tec'hout neuze en igor dianav betek kavout ul lec'h repuiñ. Choazet e vez gant Adam da lorc'hañ kuit pell.
Dalc'het e vez un oferenn enoriñ d'an holl re marvet. Ar c'homandant Adama a embann ez eus ur blanedenn repu bet dalc'het kuzh gant an amirelezh ma vefe riset Mab-Den gant ar re Cylons hag emaint o vont da glask tizhout anezhi. Ar blanedenn an trizekvet hini eus trevadennoù Kobol a zo anvet an Douar.
Lodenn | Titl | Sevener | Senario | Breizh | Rouantelezh-Unanet Skignadur gentañ | Dreistbeverien |
1 | Kentañ lodenn | Michael Rymer | Ronald D. Moore | 19/01/2005 | 08/12/2003 | 50mil milion |
Lid diglasañ ar Battlestar Galactica a zo harzet dre tagadenn-veur ar re Cylons war an 12 Trevadenn. | ||||||
2 | Eil lodenn | Michael Rymer | Ronald D. Moore | 26/01/2005 | 08/12/2003 | 50 298 |
An 12 Trevadenn a zo taget, kalz tud a zo lazhet, ar Galactica a glask kavout bolodoù a-benn bezañ kap da enebiñ ouzh ar re Cylons. |
An efedoù ispisial eus ar mini stirad a zo bet sevenet gant Zoic Studios, un embregerezh bet o labourat war ar stirad skinwel Firefly.
|
|