Beanntraí

Beanntraí hag ar bae

Beanntraí (Bantry e saozneg) zo ur gêr vihan e kornôg kontelezh Corcaigh, en Iwerzhon. Emañ war an aod, e goueled Bae Beanntraí, ur pleg-mor don e mervent ar vro, gwaskedet gant ledenez Béarra er gwalarn.

Er bae-se e oa soudarded c'hall, renet gant Lazare Hoche, da zilestrañ e miz Kerzu 1796, da zont da sikour emsavadeg an Iwerzhoniz Unanet, renet gant Theobald Wolfe Tone. Met abalamour d'ar gwall-amzer e rankas al listri gall mont da Vrest war o giz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.