Beaucaire zo ur gumun eus kreisteiz Frañs, en departamant Gard.
Emañ war lez dehoù ar stêr Ron, e-tal Tarascon.
Palefarzhet etre aour ha gul
Diazezet e voe Beaucaire e-kerzh an VIIvet kantved kent J.K.
Edo Ugernum war an hent roman Via Domitia, a gas eus Itali da Spagn, 121 kent J.K.
Ugernum a oa unan eus ar 24 oppida dindan mestroni Nemausus (Nîmes). (Strabo IV, 186; Plinus, N.H. III, 37)
Eno e oa ur c'huzul anvet centonarii Ugernenses. (CIL XII, 2824)
An Duioskured e oa lidet eno ivez.
Ur sened a oa bet eno er bloaz 418 goude J.K.
Flavius Eparchus Avitus, ur Galian, a oa bet anvet da impalaer roman eno, gant skoazell ar Wizigoted, d'ar 7 Gouere 455. Goude se e vo anvet da vat da impalaer en Arle, d' an 9 Gouere 455.