Deiziad krouiñ | 1402, 15. century |
---|---|
Tachenn | ijinerezh, military technology, alkimiezh, steredouriezh |
Aozer | Konrad Kyeser |
Bro orin | Alamagn |
Yezh an oberenn pe an anv | latin, Middle High German |
Dastumad | Göttingen State and University Library |
Deskrivet en URL | https://www.geschichtsquellen.de/werk/3229 |
Bellifortis ("Kreñv er brezel", "Difennoù brezel" ; alamaneg: Der Kampfstarke) eo ar c'hentañ levr-deskiñ skeudennet war an deknologiezh vilourel. Skrivet e oa bet e penn kentañ ar XVvet kantved. Un dastumad eo diwar skridoù gant skrivagnerien bennañ an teknologiezhioù milourel, evel De Re Militari gant Vegetius ha Strategemata gant Frontinus. Lakaet ez eus ur pouez bras war teknikoù ar sezizoù brezel. Met anv zo eus hudouriezh, evel un elfenn ouzhpenn evit an teknikoù brezel. "Leun eo a astrologiezh," hervez a skriv Lynn White Jr. en ur pennad diwar-benn an adembannadur. Nebeut skeudennoù a zo reoù gant hudouriezh evel doare da saozaniñ an enebour hep bezañ rediet da lazhañ anezhañ[1].
180 skeudenn a zo el levr, skrivet eo holl e latin. Ar pezh a laka al levr da vezañ unan dreistordinal a zo ar fed ne vefe ket nemet ul levr war ar brezel . Kavout a reer ennañ skeudennoù eus ur sauna, ur gouriz enep-reizh, ur vatalasenn da c'hwezhañ[2]. El levr-se e vez kavet ivez ur skeudenn, an hini gentañ krennamzerel eus viñs Arc'himedes