Belo Vale

Setu pelec'h emañ Belo Vale, e Minas Gerais.

Belo Vale zo ur gumun eus Brazil, e Minas Gerais, 365 km2 dindani.

E 2010 e oa 7.536 o chom enni. En-dro dezhi emañ kumunioù Bonfim, Brumadinho, Congonhas, Moeda, Ouro Preto, Piedade dos Gerais ha Jeceaba.

Daoust ma vez tennet houarn eus an douar ivez eo al labour-douar a ro o bevañs d'an dud, ha brudet eo an Tangerina Pocan.

Tangerina Pocan

Salgado, Laranjeiras, Roças Novas, Costas, Pintos, Santana, Lajes, Curral Moreira, Chácara, Moreira, Posse, João Alves, Noiva do Cordeiro, Chacrinha, Pedra, Troia, Arrojado, Palmital, Boa Morte ha Barra Nova.

Brudet eo bet Noiva do Cordeiro e 2014 war zigarez eo ur gêriadenn dalc'het gant ar maouezed.

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lamm-dour Boa Esperança, e Belo Vale

Gweladennet e vez ar Fazenda Boa Esperança, ha Mirdi ar Sklavelezh (Museu do Escravo), an hini nemetañ e Brazil.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]