Benead V

Benead V
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh Roma
Dilennet da bab 14 a viz Mae 964
Tronidigezh 22 a viz Mae 964
Dibenn e baboni 23 a viz Even 964
En e raok Yann XII
War e lerc'h Leon VIII
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Benead V (e latin: Benedictus V), anvet Grammaticus, ganet e Roma ha marvet e Hamburg (Alamagn) d'ar 4 a viz Gouhere 965, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'ar 14 a viz Mae 964. Dilennet e oa bet goude marv Yann XII gant pobl Roma evit enebiñ ouzh an eneppab Leon VIII hag a oa bet lakaet e plas gant an impalaer Otto. Benead a asantas dilezel ar garg da Leon e 964.