Benguela zo ur gêr eus Angola, kêr-benn proviñs Benguela, war aod ar Meurvor Atlantel.
Savet e voe Benguela e 1617 gant ar Bortugaliz hag e-pad pell e voe ur greizenn genwerzh a-bouez, dreist-holl e kas sklaved da Guba ha Brazil. Diorren a reas kêr da vat en XXvet kantved. Un hent-houarn a voe savet, etre Benguela ha Lobito da gentañ (30 km), hag a voe hiraet betek Luau (e proviñs Moxico) evit kevreañ ouzh hent-houarn Katanga ha Zambia. Goude an dieubidigezh, e-pad brezel diabarzh Angola, e voe freuzet an darn vrasañ eus an hent-houarn-se.
Kresket eo niver a annezidi Benguela abalamour d'ar repuidi deuet diouzh ar c'hornioù-bro drastet gant ar brezel. War-dro 500 000 a dud zo o chom e kêr pa oa 155 000 annezad e 1983.