Beretta Modello 1938 | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Beretta 1938, stumm 38A, dezhi ur c'huzh-kanol didoullet | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh Italia |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
Produer | Beretta |
Ijiner | Tullio Marengoni |
Bloavezh ijinañ | 1935 |
Mare produiñ | 1938 - 1975 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | Stumm 38A : 4,2 kg Stumm 38/42 : 3,27 kg Stumm 38/49 : 3,25 kg |
Hirder | Stumm 38A : 946 mm Stumm 38/42 : 800 mm Stumm 38/49 : 798 mm |
Hirder ar c'hanol | Stumm 38A : 315 mm Stumm 38/42 : 213 mm Stumm 38/49 : 210 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | Stumm 38A : 420 m/s Stummoù all : 380 m/s |
Lusk-tennañ | Stumm 38A : 600 tenn/mn Stummoù all : 550 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv 10, 20, 30 pe 40 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro C'hall | A |
Ar Beretta Modello 1938, anvet ivez Beretta MAB 38 (italianeg : Moschetto Automatico Beretta Mod. 1938), zo ur bistolenn-vindrailher savet gant an embregerezh italian Beretta ha produet adalek 1938. Implijet e voe gant an arme italian ha nerzhioù un nebeud broioù all e-pad ha goude an Eil Brezel-bed.
Tullio Marengoni, ijiner en embregerezh Beretta, a savas an arm e 1935[1]. Choazet e voe gant an arme italian ha produet adalek 1938 dindan an anv 38A. E stumm kentañ a oa solut-tre ha fiziapl abalamour e oa savet diwar ur blouc'h dir. Un draen doubl a oa dezhi, unan evit an tenn aotomatek hag unan evit an tenn e mod damotomatek[2]. Kambret e voe evit kartouchennoù 9 mm Parabellum implijet en armoù alaman ar memes mare, ha pourvezet e oa da gentañ gant ur c'harger 20 tenn. Brudet e oa evit bezañ resis e-keñver ar pistolennoù-mindrailher all[3].
Ker e oa ar stumm 38A da broduiñ, ha diaesoc'h-diaesañ kavout danvezioù kentañ a-feur ma pade ar brezel. E 1942 e kinnigas Beretta ur stumm nevez, hag a voe anvet M38/42. Savet e oa e tol gwasket, berroc'h e oa e ganol ha tennet e voe e guzh-kanol didoullet. Berraet e voe ivez ar fust dindan e ganol[4], ha tennet e voe dioutañ ar pezh evit stagañ ur vaionetez. Kresket e voe endalc'h e garger da 40 kartouchenn[3].
Stummoù all a voe produet e-pad pe goude an Eil Brezel-bed, dezhe kemmoù bihan[5] :
Implijet e voe an arm gant arme Italia eus 1938 betek ar bloavezhioù 1960 pe 1970. Ar Wehrmacht alaman[2] a resevas un nebeud skouerennoù anezhañ e-pad an Eil Brezel-bed, evel an arme roumanat (5 000 skouerenn)[6]. Goude ar brezel e voe gwerzhet da vroioù a bep seurt, evel Siria, Irak, Indonezia, Yemen pe Maroko. Alamagn a brenas stummoù 38/49 e 1951 evit e warded-harzoù, ar Bundesgrenzschutz. Anvet e voent MP1 en ur mod ofisiel eno[5].