Berlingske (distaget [ˈb̥æɐ̯liŋsɡ̊ə] e daneg), a oa anvet Berlingske Tidende a-raok 2011, da lavaret eo "Amzerioù Berling", zo ur gazetenn bemdeziek danat diazezet e Kopenhagen.
Dont a reas er-maez evit ar wech kentañ d'an 3 a viz Genver 1749, gant an titl Kjøbenhavnske Danske Post-Tidender, aet da vezañ Berlingskes Politiske og Avertissements Tidende e 1833 ha Berlingske Tidende e 1936. Savet e oa bet gant un den anvet Ernst Henrich Berling hag a embanne ivez ur gazetenn alamanek, Kopenhagener Deutsche Post-Zeitungen, hag unan c'hallek, Gazette de Copenhague[1]. Gant se ez eo ar Berlingske ar gazetenn danek kentañ, an hini goshañ e-touez ar re a zo embannet e Danmark hiziv hag unan eus ar re goshañ er bed a-bezh.
Bremañ e vez embannet gant ar stroll Berlingske Media. E 2011 e veze gwerzhet 96 897 skouerenn bemdez, well-wazh. Mennozhioù mirour a gaver er pennadoù, met n'eo liammet ar gazetenn ouzh strollad politikel ebet.