Dimezet e voe e 1458 da Guglielmo de' Pazzi, eus un tiegezh uhel e Firenze. Tapet e voe Guglielmo, e 1478, en Irienn ar Re Pazzi, a-enep e vreudeur-gaer, Lorenzo ha Giuliano, met ne gemeras perzh ebet.
Dre Vianca eo e c'hallas he zad-kaer, Francesco de' Pazzi, hag e vreur Jacopo de' Pazzi, klask ober o zaol dre ziv wech. Da gentañ da verenn e kenkizFiesole, met dihet e oa Giuliano ha ne deuas ket, ha ne voe graet netra. En deiz war-lerc'h avat, Sul Fask anezhi, e voe c'hoariet gant ar c'hontilli en iliz-veur Santa Maria del Fiore.
Giuliano a voe lazhet, Lorenzo a chomas bev, ha kriz e voe e zial.
Harluet e voe Guglielmo ha Bianca, goude ma n'o devoa ket kemeret perzh.
unan gant Benozzo Gozzoli e Chapel ar Rouaned (Capella dei Magi) er Palez Medici Riccardi, ma he gweler war varc'h gant he div c'hoar, gwisket en paotred,