| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor treuzwelus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida diauges (Melvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida diauges a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev etre ar Mor Ruz hag aod Reter ha su Afrika e Meurvor Indez etre an aod vev ha nebeut metroù donder an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Melvill, e 1888 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida diauges bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all :
Kregin brav ha boutin eo an Bistolida diauges. Kavet e vezont etre etre an aod vev en Afrika ar reter ha nebeut metroù donder en Afrika ar su, gant bezhin e tachennoù fankek.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 26 mm ha 34 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 19 mm pe ramz, betek 42 mm.
Bistolida stolida, Bistolida brevidentata daou spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo etre ar mor ruz hag aod Reter ha Su Afrika er meurvor Indez.