| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Kiener
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida kieneri ( (Hidalgo), 1906) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida kieneri a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev er Meurvor Habask hag e Meurvor Indez, dindan nebeut metroù donder dindan bezhin ha bloc'hadoù koral marv e lec'hioù fankek an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Hidalgo, e 1906[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida kieneri bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
3 isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha boutin eo an Bistolida kieneri . Kavet e vezont dindan nebeut metroù donder dindan bezhin ha bloc'hadoù koural marv e lec'hioù fankek.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 15 mm ha 20 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 24 mm.
Spesadoù all ar genad Bistolida.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask hag e Meurvor Indez.