Bitterne

Bitterne zo ur c'harter e reter kêr ha porzh Southampton, e su Bro-Saoz. Gwechall e oa ur porzh-mor ha kêr roman, anvet Clausentum.

Dont a rafe an anv Bitterne eus ar gerioù hensaoznek byht hag ærn (hag a vefe neuze ti e-kichen ar pleg, ur pleg eus ar stêr Itchen. Un displegadenn all zo : bita ærn, a vefe "ti ar gweskennoù"[1]. Pe unan all c'hoazh : diwar anv ar maner Bitterne Manor House. En XIvet kantved e veze skrivet Byterne[2].

Anv ar gêr roman a gaver meneget en Itinerarium Antonini 4781 (Iter VII) : Clausentum Diasur eo an dalvoudegezh anezhañ : - evit clau- : pe diwar *clav-is = alc'hwez, pe diwar *kleu- = klevout - evit -sent-um : heñvel ouzh ar ger sent- = hent[3].

Ur sell war ar gartenn a ro da soñjal e vije bet Clausentum ur porzh evit kêr Venta Belgarum (Winchester, da lavarout un alc'hwez war ar mor.

  1. "Bitterne". Key to English Place-Names. English Place-Name Society
  2. Mills, A.D. (1998). Dictionary of English Place-Names (2nd ed.). Oxford: Oxford University Press.
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. adembannet e 1982.