Blankenburg a zo ur c'harter (Ortsteil) en arondisamant (Bezirk) Pankow e Berlin. Betek 2001 e oa ul lodenn eus Weißensee. 6,03 km² eo gorread ar c'harter, 6 550 annezad a oa ennañ d'an 30 a viz Even 2008. E biz bannlevioù Berlin emañ, tost ouzh Französisch Buchholz, Karow, Stadtrandsiedlung Malchow ha Heinersdorf.
Meneget e voe Blankeburg evit ar wech kentañ e 1375[1]. Ur gumun emren e oa e distrig Niederbarnim a voe kendeuzet e Berlin e 1920[2].
Linennoù S-Bahn S2, S8 ha S9 en arsav arsav Blankenburg ha liennoù kirri-boutin 150, 154 ha 158.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |