| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor disliv eus Filipinez
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Blasicrura | ||
Anv skiantel | |||
Blasicrura pallidula (Gaskoin, 1849) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Blasicrura pallidula a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod vev betek 15 m donder an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Gaskoin e 1849 dindan an anv genad Cypraea hag hini ur spesad all Cypraea quadrimaculata var. pallidula Gaskoin, 1849 evel ur stumm eus ar spesad bet diblaset en ur genad all Eclogavena quadrimaculata[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura pallidula bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha boutin a vev dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod bev betek 15 m donder an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 18 mm ha 23 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 11 mm pe ramz, betek 32 mm[3].
Blasicrura interrupta, Blasicrura summersi, Eclogavena luchuana Talostolida teres, spesadoù gant livioù damheñvel.
Lec'h bevañ ar spesad a zo eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez.