Bogha Mòr

Ar straed vras

Bogha Mòr pe Bogh Mòr[1] (Bowmore e saozneg) eo kêr-benn Enez Ìle, ar greisteisañ eus an Inizi Gall. 862 den a oa o chom enni hervez niveradeg 2001.
Brudet eo he labouradeg wiski, anvet Bowmore, hag an iliz kelc'hiek, e Cill A-Rubha.
Port Ìlein avat eo lec'h tudetañ an enezenn.

Iliz Bogha Mòr

Ur gêriadenn savet e stumm karrezioù eo Bogha Mòr, kroget d'he sevel gant Daniel Campbell Yaouankañ e 1770, goude echuet iliz Cill A-Rubha, a lavarer e oa kelc'hiek abalamour d'an diaoul ha n'hallfe ket kuzhat en ur c'horn.

Strilherezh Bowmore a voe savet un tamm a-raok 1816, war lez Loch an Dàla, e-kichenik ur sanailh a zo bremañ poull-neuial, anvet MacTaggart Centre. Ar wrez a sav eus ar strilherezh a servij da dommañ dour ar poull.

Bogha Mòr a gaver enni letioù ha stalioù, un ospital hag ur skol eil derez. Ur gazetenn zo, anvet Ileach.

Bogha Mòr a ro bod da Ionad Chaluim Chille Ìle (kreizenn Koulm), savet da ziwall ar gouezeleg en enez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hanvioù gouezelek Bro-Skos