Ar bolero, pe bolero cubano, zo un doare sonerezh ha kan, deuet eus enez Kuba, ha brudet er bed spagnolek. Gant ar soner José Pepe Sánchez, e vije bet savet ar c'hentañ bolero kuban.
Er broioù karib spagnolek eo bet degemeret ar bolero cubano adal ar bloavezhioù 1920. Dre ma tremene an amzer e voe kendeuzet aes e sonerezh broioù all, ma komzer hiriv eus bolero son e Kuba, eus bolero-chacha, bolero mambo, eus bolero ranchero (meskaj bolero ha mariachi mec'hikan, eus bolero moruno pe zoken bachata.