Bordûria | Bro ijinet e troioù-kaer Tintin | ||
| |||
Ger-stur broadel : Amaïh Plekszy-Gladz! | |||
Yezh ofisiel | bordureg | ||
Kêrbenn | Szohôd | ||
Gouarnamant | diktatouriezh (faskour ha komunour goude) | ||
E penn ar Stad hag e penn ar gouarnamant | Plekszy-Gladz (diktatour) | ||
Arouez broadel | mourroù | ||
Borduria a zo ur vro eus Europa ar reter ijinet gant Hergé, ha meneget e troioù-kaer Tintin. A-viskoazh ez eus bet bec'h etre Borduria hag ar vro amezek, Sildavia hec'h anv. Szohôd eo kêrbenn Borduria.
Etre 1195 ha 1275 e voe aloubet Sildavia gant Borduria. Skarzhet e voe ar Vorduriz gant ar baron Almaszout. Abaoe ar mare-se e sav bec'h alies etre an div vro. En albom Bazh-roue Ottokar ez eo kontet penaos e klask Borduria didronañ roue Sildavia.
Daoust ma n'eo ket embannet splann e c'haller soñjal e teu Borduria da vezañ ur vro gomunour goude an Eil Brezel-bed. En Afer Klaskato e weler ez eo ur vro ma vez meulet an diktatour, ha ma vez ambrouget an douristed o tont eus ar c'hornôg gant sturierien a zo poliserien e gwirionez. Met an doare ma salud soudared Borduria (Amaïh Pleksy-Gladz) a laka da soñjal e Heil Hitler!, marteze ez eo neuze Borduria ur flemmskeudenn eus an diktatouriezhioù dre vras.
E miz Ebrel 2010 e voe embannet ur gartenn eus Europa gant ar magazin breizhveuriat the Economist, ma weler Borduria ha Sildavia[1].