Dezrevell bihan : Abaoe m'eo deuet e dad da vezañ Hokage ha m'emañ er garg uhelañ e kêr Konoha emañ Boruto Uzumaki, mab da Naruto Uzumaki ha Hin, o vevañ e skeud e dad. Bepred e klask sachañ evezh hemañ diwezhañ ha graet en deue e soñj da dremen dreistañ. Met lusket eo buhez an Ninjaed gant kefridioù luziet ha gourdonadegoù strizh. Merket eo Boruto gant kama Momoshiki ototsiki hag un distrujer eus ar bed. Boruto a gej gant un embregerezh drouk hag a zo dalc'het gant un ototsuki all. Dont a ra da vezañ mignon gant prizoniad an embregerezh-se a zo tec'het kuit. Eñ ivez en doa ur c'hama. An anv eo Kawaki.
Boruto Uzumaki : Penndudenn ar manga eo ha mab eo da Naruto ha da Hinata.
Sarada Uchiwa : Kamaladez Boruto, merc'h da Sasuke ha da Sakura, he deus ar sharingan. Ar c'hlann Uchiwa a zo ur c'hlann Ninja er manga hag en anime Naruto. An Uchiwa a vez sellet oute evel unan eus ar c'hlannoù galloudusañ eus Konoha, ha n'eus nemet bourien ar C'hlann Senjû eus ar Forest. Ar c'hlann Uchiwa a oa bet dibennet en un nozvezh gant Itachi Uchiwa hag Obito Uchiwa.
Mitsuki Miyawaki : Mab Orochimaru eo.
Kawaki uzumaki : An hini a zeu da vezañ mignon gant Boruto, a zo merket gant ar c'hama. Kollet en deus e gerent ; neuze ez a da di Naruto.
Naruto Uzumaki : Naruto uzumaki, ar seizhvet Hokage e kêr Konoha, hag an Ninja brudet. Tad Boruto eo .
Sasuke Uchiwa : Tad Sadara Uchiwa eo. Kevezer Naruto eo.
Ar c'hlann Uzumaki : a oa ar c'hlann pennañ e Kêriadenn guzh ar Remouzed. Liammet pell e oa ar c’hlann-se ouzh ar c’hlann Senju. A-viskoazh o deus bet darempredoù mat gantañ. Marvet e oant e-pad ar Brezelioù Bras Ninjaed war un dro gant Bro an Tourbelloù.
Ar c'hlann Uchiwa: a zo ur c'hlann ninjaed er manga hag en anime Naruto. An Uchiwa a vez sellet oute evel unan eus ar c'hlannoù galloudusañ eus Konoha, ha n'eus nemet bourien ar C'hlann Senjû eus ar Forest. Ar c'hlann Uchiwa a oa bet dibennet en un nozvezh gant Itachi Uchiwa hag Obito Uchiwa .