Bouches-du-Weser (en alamaneg: Wesermündungen) zo anv unan eus an 13 departamant gall a voe krouet en Alamagn d'ar 1añ a viz Genver 1811, pa voe staget ouzh Bro-C'hall al lodenn-se eus ar vro, en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, a badas betek 1815.
Bremen a oa ar pennlec'h.
Dont a ra e anv eus ar stêr Weser. Krouet e voe an departamant war douaroù kêr zieub Bremen, dugelezh Oldenburg, ha Rouantelezh Hannover.
Hervez anv an departamant e komprener e oa gourel anv ar stêr e galleg d'ar re a savas an anv-se. Koulskoude, evel en alamaneg (die Weser), eo gwregel anv ar stêr er yezh-se.
War-lerc'h ma voe faezhet Napoleon e 1814, e voe rannet an departamant etre Rouantelezh Hanover, dugelezh Oldenburg ha kêr zieub Bremen.