Ar boued-laezh (pe laezhaj ivez) a zo boued fardet gant laezh, laezh saout peurvuiañ, met laezh givri , dañvadezed, kañvalezed, ar c'hazekenned, ar yakezed, ar bualezed a c'hell bezañ implijet kenkoulz all...
Savet e veze chatal evit o c'hig pe o laezh. E Breizh e oa a-bouez al laezh e buhez an dud: amann evit fardañ boued, laezh dous evit ober krampouezh, laezh-ribod da evañ, pe da zebriñ gant patatez, gant kaletez e Breizh-Uhel. Ouzhpenn-se e c'halled gwerzhañ an amann er marc'had (diaesoc'h evit al laezh), ha kement-se a zegase un tamm arc'hant en ur bed ma veve an dud en un ekonomiezh kloz.
Ouzhpenn ar boued-laezh ordinal, ar yaourtoù ha fourmajoù a bep seurt, ouzhpenn ar c'houignoù ha gwispid, e vez implijet laezh e-barzh a bep seurt boued e stumm poultr-laezh. Implijet e vez poultr-laezh er gwastilli hag e bouedoù a bep seurt, ha roet e vez d'al loened ivez (evit al leueoù da skouer). Ar c'hazein, unan eus danvezioù al laezh, a ya da fardañ plastik, paper...
Meuz | rumm | Kaloriennoù (kcal) |
jouloù (kJ) |
Glukidoù (g) |
Protidoù (g) |
Lipidoù (g) |
kalkiom (mg) |
fosfor (mg) |
Potassiom (mg) |
Magnesiom (mg) |
Sodiom (mg) |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Laezh conc.sucré kriz | Laezh | 335 | 1400 | 54 | 8,2 | 9 | 361 | - | 388 | - | 166 |
Laezh kriz | Laezh | 63 | 263 | 5 | 3,2 | 3,8 | 120 | 95 | 150 | 12 | 47 |
Laezh kriz | Laezh | 65 | 272 | 5 | 3,5 | 3,5 | 119 | 95 | 150 | 12 | 47 |
laezh hanter digoavenet | Laezh | 47 | 195 | 5 | 3,2 | 1,55 | 112 | 95 | 150 | 12 | 47 |
Laezh digoavenet | Laezh | 35 | 145 | 5 | 3,2 | 0 ,5 | 112 | 90 | 160 | 12 | 47 |
Yaourt standard nature | Laezh go | 44 | 213 | 5,5 | 4,3 | 1,2 | 148 | 112 | 204 | 13 | 61 |