Boule

Ar boule (henc'hresianeg Βουλή, Boulê) eo an anv a veze roet d'ur c'huzul e meur a renad gresian eus an Henamzer. E keodedoù Henc'hres, ar boule a oa un vodadenn vihan a geodediz karget eus lezennoù ar geoded. Troet e vez e anv gant ar ger kuzul peurliesañ pe a-wezhioù gant ar ger sened.

En Ilias a zanevell ul lodenn eus Brezel Troia, ar boule a oa ar vodadenn eus pennoù an Akeaned a zivize, diwar c'houlenn Agamemnon, eus ar strategiezh da ren hag eus an aferioù gouarnamant. Emdreiñ a reas ar framm-se, ur vodadenn noblañsed a guzulie ar roue galloudusoc'h, da envel ensavadurioù disheñvel, disheñvel o galloud ivez, hervez ar renadoù politikel hag an amzer.

En oligarkiezhioù ar garg boulead a zeue dre hêrezh e-skoaz e demokratiezh Aten en Henamzer hag e re all e veze dilennet izili ar boule dre dennadeg d'ar sord. Dianav eo ar pep brasañ eus ar vouleidi. Boule Aten hepken zo deskrivet gant mammennoù istorel puiilh (Bonreizh Aten peurgetket a lakaer war anv Aristoteles ha e ziskibled eus al Lise a vije bet savet war-dro 330 kent J.-K.).

En Aten e veze graet "Kuzul ar 500" anezhañ ivez alies rak adalek adreizhadennoù Kleistenes e oa enni 500 kuzulier, 50 evit pep meuriad. Tennet e vezent d'ar sord diwar rolloù savet gant pep demos eus ar geodediz koshoc'h evit 30 vloaz a oa prest da gemer perzh e labour ar c'huzul. Bep bloaz e veze tennet izili nevez d'ar sord hag ur c'heodedad ne c'halle bezañ ezel eus ar boule ouzhpenn div wezh. Labourat a rae ar c'huzul-se dibaouez. Renet ha kenurzhiet e veze e labour gant ar Britaned. Dalc'het e veze bodadegoù ar Boule er Bouleuterion, ur savadur a oa e-kichen an Tholos en agora. Dilennidi pep meuriad a chome e-doug un dekvedenn eus ar bloavezh (35-36 devezh), ar britaniezh, en ur savadur tost d'ar Bouleuterion, ar Pritaneia, noz-ha-deiz. Prest e vezent dalc'hmat d'ober war-dro aferioù ar geoded. Labour pennañ ar Boule a oa dastum ar c'hinnigoù lezennoù kinniget gant keodediz, ha goude prientiñ an dnavez-lezennoù evit gallout goude se bodañ an Eklesia.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Rhodes, P. 1972. The Athenian Boule, Oxford, Clarendon.
  • Claude Mossé, Une histoire du monde antique, Paris, Larousse, 2008, 479 p.