Rann eus | CAC 40, STOXX Global Select Dividend 100 |
---|---|
Tachenn obererezhioù | conglomerate, saverezh, activities of head offices |
Deiziad krouiñ | Genver 1952 |
Diazezer | Francis Bouygues |
Merour/rener | Martin Bouygues |
Board member | Clara Gaymard, Anne-Marie Idrac, Patrick Kron, Rose-Marie Van Lerberghe |
Testenn ar ger-stur | Donner vie au progrès |
Stad | Frañs |
Furm lezennel | société anonyme à conseil d'administration s.a.i. |
Perc'hennet gant | SCDM |
Isaozadur | Bouygues Telecom, Groupe TF1, Colas Group, Equans |
Sez sokial | Pariz, Pariz |
Eskemmdi | Euronext Paris |
Produ | civil engineering |
Lec'hienn ofisiel | https://www.bouygues.com |
Bouygues (Bouygues S.A. e anv leun) zo ur strollad ekonomikel gall savet e 1952 gant Francis Bouygues ha renet goude-se gant e vab Martin Bouygues.
Ar strollad a zo oberiant war beder zachenn diazez: ar sevel savadurioù gant Bouygues Construction, Bouygues Immobilier, Colas, ar servijoù teknikel lies gant Equans, ar c'hehentiñ gant Bouygues Telecom hag ar mediaioù dre ar Strollad TF1.
E 2022, ar chifr a aferioù gant Bouygues a oa 44,3 G€. E fin 2021, ar strollad a oa diazezet e 80 bro ha ledet war bemp kevandir. An niver a implijidi a oa ouzhpenn 196 154 goprad gant 45 074 en estrenvro.
Evit ar pezh a sell ar CAC 40, Bouygues eo ar c'hentañ embregerezh a-fed kevrennadourien gopridi anezho. 21,30 % eus ar c'hapital ha 30,5 % eus ar gwirioù votiñ a zo perc'hennet gant kenlabourerien.
D'an 18 a viz C'hwevrer 2021, Martin Bouygues en doa kemennet e oa o kuitaat ar renerezh oberiant, evit ur strollad tri den : Olivier Roussat evit ar renerezh hollek, harpet gant daou rener hollek kannad, Pascal Grangé hag Edward Bouygues. Martin Bouygues a chom prezidant ar strollad memestra.