Ar bramm a zo anezhañ skarzh trouzus ur gaz dre ar fraezh.
Bez' ez eo disoc'h goadur materi kuzumet ; enno gazoù dic'hwezh evel ar metan (hennezh a zo flammus), dioksidenn garbon, nitrogen, oksigen, hidrogen, ha gazou taol-c'hwezh sulfuret.
O c'hementad a c'hell bezañ stag ouzh meur a arventenn evel kleñvedoù 'zo (dipadapa...).
Ar gazoù-se a zo produet e-pad ar goadur, ha pa gemer amzer ar goadur, ar pezh a c'hoarvez gant goadur proteinoù kemplezh, ez eo lieskementet ar produiñ gazoù. Evit an den, debriñ legumaj sec'h (soja, piz, favennoùigoù, kasoulet...) ha kig ruz a o deus un efed splann talvoudekaat produadur a gazoù-se. Tud zo a c'hell kaout ivez diaesterioù da enbarzhiañ glusidoù 'zo (laktoz, fruktoz...), ar pezh a c'hell ivez kas d'ur produ gazoù stankoc'h.
Well-wazh e laosk un den war-dro 0,5 ha 1,5 litrad gaz, ha betek 25 litrad diwar abegoù ispisial (magadur dizingal, kleñvedoù...).
Anavezet eo ar geotdebrerien da vezañ ar c'hentañ brammerien, kement ma vefe ur gwir gudennaoueg endro hiziv an deiz gant chatalerezh mab-den.
Goap a vez graet eus ar vrammerien.
|