Brezel ar Ramzed (γιγαντo-μαχια gigantomac'hia e henc'hresianeg) zo ur brezel a savas etre ar Ramzed ha doueed an Olimp hervez mojennoù Henc'hres. Dont a reas war-lerc'h Brezel an Ditaned.
Kraouiet e oa bet an Ditaned gant Zeus en Tartaros. O mamm Gaia avat a oa savet konnar enni abalamour da se, ha c'hoantaat a reas ober brezel d'an Doueed. Ha hi ha kas he mibien, ar Ramzed, d'an emgann.
Ne deuas ket enebadenn Gaia raktal goude an dichekadenn. Gallout a reas Zeus kemer e ziarbennoù eta. P'en doa ezhomm da gaout un haroz kreñv a-du gantañ evit derc'hel penn ouzh ar Ramzed ha n'hallent ket mervel diwar dorn un doue, e kouskas Zeus gant Alkmene abalamour dezhi da c'henel Herakles.
Evit Gaia a lakaas da greskiñ louzoù a rafe d'he bugale bout diwelus da zaoulagad an dud ha divarvel rak an taolioù. Pa glevas Zeus kement-se ne voe ket seizhdaletoc'h evit mirout ouzh Helios, Selene hag Eos, a sevel a-raok dezhañ kavout penn eus al louzoù hud.
Emañ an aerva e-lec'h m'emañ ar Ramzed o chom, war ar Flegra (« douar tan»). E penn ar Ramzed e oa Eurymedon, Alkyoneüs ha Porfyrion. Bodet e oa an Doueed pa zeuas an arsailh kentañ. War-raok ez ae ar Ramzed gant o flammerennoù graet gant skodoù derv, hag o skeiñ kerreg ha kernioù menezioù dezho.