Brezel ar c'houignoù (en spagnoleg Primera Intervención Francesa en México pe Guerra de los Pasteles) zo un aloubadeg graet gant armeoù Bro-C'hall e Mec'hiko etre Ebrel 1838 ha Meurzh 1839.
C'hoarvezout a reas ar brezel-se en un amzer ma klaske Bro-C'hall teurel troad en Amerika spagnek ha gounit he lec'h evit he marc'hadourezh, diwar-goust Spagn ha Bro-Saoz.
E miz Meurzh 1837 e oa bet stanket ar Río de la Plata ouzh Arc'hantina hag Uruguay gant ar C'hallaoued. En amzer-se ivez e oa brezelioù diabarzh en Arc'hantina hag Uruguay, ha Bro-C'hall a roe skoazell da Fructuoso Rivera ha Juan Lavalle a-enep Manuel Oribe ha Rosas. Kemeret e voe Montevideo gant an emsavidi, tec'hel a reas ar prezidant da Arc'hantina.
Skrivañ a reas ar beskonsul gall Aimé Roger d'e Gentañ Ministr e klasked reiñ ur c'hastiz a zoare da v-Buenos Aires hag a vije ur gentel vat d'ar stadoù amerikan all rak dereat eo da Vro-C'hall bezañ anavezet ma fell dezhi bout doujet.
Dizurzh a oa e deroù istor Republik Mec'hiko, entre fin Brezel Dizalc'hted Mec'hiko gant Spagn, ha deroù trevadennerezh douaroù hanternoz ar vro gant SUA. An estrenien a veze gwastet pe distrujet o madoù n'hallent ket kaout an disterañ digoll hag ar gouarnamantoù n'o doa na c'hoant na peadra da ginnig dic'haou da zen, Mec'hikaned pe estrenien.
En 1827 e oa bet sinet un emglev etre Mec'hiko ha Bro-C'hall, anvet Declaraciones Provisionales, diwar-benn a darempredoù da zont etre an div vro.
Dre ar baron Deffaudis, kannad gall, e krogas kenwerzhourien c'hall e Mec'hiko da gas klemmoù da Bariz ma voent resevet gant evezh. Entre ar c'hlemmoù-se e oa hini an aotrou Remontel,[1], perc'henn ur preti e Tacubaya, e-lec'h ma oa bet kargidi vec'hikan, dindan ar prezidant Santa Anna, o tebriñ en 1832, ha kaset war-draoñ un toullad kouignoù hep paeañ, ma c'houlenne un digoll a 60 000 peso[2]. Se zo kaoz eo anavezet e Mec'hiko evel Guerra de los Pasteles. Ouzhpenn-se, er bloavezh-se en-eeun, e voe fuzuilhet ur c'heodedad gall en Tampico, tamallet dezhañ ober preizherezh, ma voe gwashaet c'hoazh an darempredoù etre an div vro.
Ur c'houignaouer gall a lavaras e oa bet freuzet e stal gant drailherien hag a c'halvas Bro-C'hall hag ar roue Loeiz-Fulup Iañ. Ha Bro-C'hall neuze da c'houlenn 3 milion a lurioù-aour. Hag evel ma ne deue ket an arc'hant e kasas ar c'habiten a vor Bazoche, war ar fourgadenn 'Herminie, d'ober ar blokus ha reiñ da c'houzout arc'hadurioù Bro-C'hall. Bazoche avat a gavas ne oa ket armet mat, ha klañv e oa e vartoloded gant an derzhienn velen, ma c'houlennas bezañ aotreet da zistreiñ[3],[4]. Neuze e voe kaset ur bagad listri eus ar morlu gall dindan urzhioù an eilamiral Charles Baudin da stankañ an tremen war porzhioù Mec'hiko en aod ar Meurvor Atlantel, adalek Yucatán, e c'hreisteiz, betek ar stêr Río Grande[5]. Er morlu-se e oa ur gorvetenn , la Créole, dindan urzhioù Priñs Joinville, mab d'ar roue gall Louis-Philippe Iañ.
Dont a reas ar C'hallaoued a-benn eus gwarnizon kreñvlec'h San Juan de Ulúa (gwelout ar pennad Emgann San Juan de Ulúa), rak gwall gozh e oa kanolioù arm Mec'hiko, ha savet e oa bet ar c'hreñvlec'h e koural (piedra mucara), ha se ne oa ket kenkoulz ha mein. dilestrañ a reas an arme c'hall d'ar 4 a viz Kerzu 1838 ha kemer a reas porzh Veracruz.
Sac'het e oa kenwerzh Mec'hiko, ma krogas ar vro da enporzhiañ adal porzh Corpus Christi e Texas, ha goude dreist ar Río Bravo. Gant aon e vije stanket porzhioù Texas gant Bro-C'hall ivez e voe savet ur milis e Texas hag a veze o tiwall bae Corpus Christi da virout ouzh ar Vec'hikaned. ,
D'an 9 a viz Meurzh 1839 e tegouezhas ur bagad bras a listri saoz gant an amiral Richard Packenham. Disklêriañ a reas e oa o vont da dennañ war al listri gall ma choment da stankañ porzh Veracruz ha kuit ez eas ar C'hallaoued.
Goude ar brezel-se e voe anvet Veracruz da gêr heroica, ha peogwir he deus bet da dalañ ouzh peder aloubadeg ez eo hiziv Cuatro veces heroica, peder gwech harozel.
Ur brezel all ouzh Bro-C'hall a voe en 1861, anvet Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko.