Brigantes zo anv latin ar bobl vrezhon c'halloudus a oa o chom en hanternoz Enez Vreizh, etre ar stêrioù Humber ha Tyne, er vro zo North Yorkshire ha West Yorkshire hiriv, hag a oa dezho an douaroù brasañ eus an enez. Isurium Brigantum (Aldborough hiriv) e oa o c'hêr-benn en amzer ar Romaned[1]. Amezeien e oant d'ar Votadini, a oa er biz dezho.
N'ouzer ket hag un darempred zo etre Brigantes ha Brigantii an Alpoù, war-dro Bregenz[2].
Keñveriañ a c'haller ivez gant anvioù Briançon (Brigantia, Brigantium) ha gant Bragança, e Portugal[3],[4].
Brigantes a oa ivez e gevred Iwerzhon hervez Klaudios Ptolemaios.
Dont a ra an anv Brigantes (Βρίγαντες e gregach diwar ar wrizienn c'halianek *bhregh- = uhel.[4] a gaver ivez en anv an doueez Brigantia, met n'ouzer ket ha roet e veze an anv Brigantium da lec'hioù zo dre ma oant perc'hennet gant tud uhel, eus an noblañs, pe ma oant e lec'hioù uhel.
E kembraeg a vremañ e kaver ar ger braint hag a dalv kement ha dreistwir, tremenet e brezhoneg evel brient, hag a deu eus ar wrizienn *brigantī. Kar d'an anv brigantes eo ivez ar ger kembraek brenin (roue) (< *brigantīnos); bri 'brud', e gouezeleg Skos brìgh 'galloud ', en iwerzhoneg brí 'startijenn, ster', manaveg bree 'galloud, startijenn' (diwar < *brīg-/brigi-); ar ger brezhonek bre 'tosenn' (< *brigā). Ouzhpenn-se eo heñvel orin an anv Bridget diwar an anv heniwerzhonek Brigit (en iwerzhoneg a vremañ Bríd) hag an anv stêr Brent e Bro-Saoz.
Sed ar stummoù a gaver d'an anv-pobl Brigantes:
Gant Ptolemaios eo bet roet anvioù ar poleis, pe kêrioù, a oa d'ar bobl-mañ :
Pa voe aloubet an enez gant ar Romaned, e chomas emren a-walc'h ar Brigantes dindan ar rouanez Cartimandua, a renas etre 50 ha 70. Sujet dezho e oa ar pobloù Carvetii ha Parisii Yorkshire. Pa voe trec'het ar roue brezhon Caratacos, e penn Silured hag Ordovices Kembre, ar jeneral roman Publius Ostorius Scapula, ez eas da glask repu davet Cartimandua, hag a roas anezhañ d'e enebourien.
Pa zispartias a rouanez diouzh he fried Venutios da addimeziñ da Vellocatos e kemeras ar pried kozh penn ur gostezenn Briganted eneproman hag ec'h arsailhas ar Romaned hag o mignoned. Trec'het e voe gant Aulus Didius Gallus.
E 61 e voe gorrekaet aloubadeg an enez gant emsavadeg Boudika, rouanez an Ikened. En 69 ec'h adkrogas Venutios gant e vrezel hag e kemeras lodenn gornôk ar rouantelezh. N'eo nemet dindan ar gouarnour Quintus Petillius Cerialis e voe sujet ar Brigantes, entre 71 ha 74. En 83 e voe echuet an aloubadeg, dindan Agricola, war-bouez Kaledonia, en tu all da moger Antoninus.
En 122, pa gilas an harzoù hanternoz er c'hreisteiz da moger Hadrian, en em gavas lod eus ar Brigantes e-maez domani ar Romaned. En 138 e tigorjont ar voger, met trec'het e voent gant Quintus Lollius Urbicus, a gasas an harzoù en-dro btek moger Antoninus, war-dro 140-1412. Adarre en em savas ar Brigantes en 154-155 ; degaset e voe lejionoù eus Germania, adsavet e voe an urzh roman, ha friket galloud ar Brigantes. En 410 e kuitaas ar Romaned un eneze ha n'hallent ket difenn ken.
|