Brizhraganv

Er yezhoniezh e vez implijet an termen brizhraganv (saoz.: dummy pronoun pe pleonastic pronoun; raganv pleonastek) evit komz eus raganvioù implijet dre ret hervez struktur ar yezh-mañ'r-yezh hep daveenn fetis ebet, da lâret eo int disheñvel diouzh ar raganvioù all dre ma n'eus anv ebet kevatal d'ur brizhraganv.

N'eus kudenn ebet gant seurt savadennoù evit a sell ouzh ar yezhoù amraganvelek pe amrenererek dre ma n'eo ket ret implijout raganvioù enne dre ret.

Implijet e vez seurt brizhraganvioù e "savadennoù ampersonel" (saoz. impersonal constructions) pe lavarennoù hep daveenn fetis ebet, gant ar yezhoù nann-amraganvelek, da lâret eo ar yezhoù evel ar saozneg pe ar galleg ma rankont ober pe gant un anv-kadarn pe gant ur raganv atav evit sevel frazennoù reizh, da skouer:

Yezhoù amrenererek
Brezhoneg: "Glav a ra [Ø]"
Portugaleg: "[Ø] Chove"
Gresianeg: "[Ø] Βρέχει"
Yezhoù renererek
Saozneg: "It rains"
Galleg: "Il pleut"
Kembraeg: "Mae hi'n bwrw glaw"


Kemmañ a ra ar stumm resis implijet a yezh da yezh: e galleg, da skouer, e reer atav gant ar stumm gourel ("il") en degouezhioù-mañ, keit ma reer e saozneg gant ar stumm nepreizh ("it") hag e kembraeg gant ar stumm benel ("hi").

Peurliesañ e vez implijet ur brizhraganv evel rener frazennoù ampersonel met kavet e vezont ivez evel renadenn, ma vez graet brizhrenadennoù oute.