Bruichladdich zo ur gêriadenn en Enez Ìle e Bro-Skos.
E ledenez Na Roinn Ileach emañ ( The Rinns of Islay, e saozneg), war lez kornôk Loch Indaal, tre dirak Am Bogha Mòr (Bowmore e saozneg), a zo dirazi war al lez reter.
Brudet eo ar strilherezh wiski e-touez anaoudeien an died-se.
Unan eus seizh strilherezh an enez eo, hag an hini dizalc'h nemeti.
Serret e oa bet e 1994, prenet neuze gant Murray McDavid e miz Kerzu 2000 hag addigoret. Jim McEwan, bet o labourat e strilherezh Bowmore a zo bet lakaet da rener.