Bryncroes zo ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e Ledenez Llŷn, e Gwynedd, 2 km eus Sarn Mellteyrn.
Ar barrez ofisiel zo bet rannet e 1934 etre Botwnnog hag Aberdaron[1].
Bec'h bras a voe etre 1969 ha 1972 pa voe kaoz da serriñ ar skol[2]. Daoust da se e voe serret.
E-kichen ar skol ez eus ur feunteun ma teue da evañ pirc'hirined war o hent da Ynys Enlli.