Brüderchen und Schwesterchen

Skeudenn gant Ludwig Emil Grimm evit Brüderchen und Schwesterchen en embannadur 1819
Delwenn gant Ignatius Taschner am Märchenbrunnen im Volkspark Friedrichshain, Berlin 1913
Schwesterchen Aljonuschka weint um ihr Brüderchen Iwanuschka. Taolenn gant Wiktor Michailowitsch Wasnezow, 1881).

Brüderchen und Schwesterchen (Breurig ha C'hoarig) zo ur gontadenn gant ar vreudeur Grimm, niverenn 11 en o dastumad (Kinder- und Hausmärchen) embannet e 1812.

Er XVIIvet kantved e oa bet embannet un danevell damheñvel, Nennillo e Nennella, e Pentamerone ar skrivagner italianek Giambattista Basile. Brudet eo ivez an doare rusek, Alionouchka hag Ivanouchka, a gaver pevar stumm anezhañ e dastumad Aleksandr Afanassiev.

Skeudenn gant Carl Offterdinger.

Kresket e voe ar gontadenn embannet e 1812 en embannadur 1819. a-wechoù e vez kemmesk etre homañ ha Hänsel und Gretel.

Ur breur hag ur c'hoar, skuizh gant ar vil ma vez graet dezho gant o lezvamm, a ra o soñj mont kuit eus ar gêr... Mont a reont a-dreuz ar maezioù ha tapet int dindan ar glav. Disklav a gavont en ur c'hoad e kleuz ur wezenn.

En deiz war-lerc'h, deuet sec'hed dezhañ, ha setu an daou vugel da vont da glask ur feunteun. E-keit-se he deus gwelet al lezvamm drouk e oant tec'het, ha taolet he deus he mallozh war gement eienenn a zo er c'hoad. P'emañ ar breur o vont d'evañ eus dour unan anezho e klev ar c'hoar an eienenn o lavarout : Neb a ev eus ma dour a vo tigr. Hag ar c'hoar da lavarout d'he breur e oa arabat evañ, panevet-se e trofe-eñ en ul loen gouez hag e trailhfe anezhi. Hag int en hent neuze, ken na gavont ur feunteun all, hag ar c'hoar a gompren e lavar: Neb a ev eus ma dour a vo bleiz. Ha hi adarre da lavarout eo arabat evañ. Hag ar breur a sent outi adarre, nemet lavarout e evo diouzh ar c'hentañ feunteun all, rak sec'hed ruz en deus.