Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv ganedigezh | William Frederick Cody |
Anv-bihan | William, Frederick |
Anv-familh | Cody |
Moranv | Buffalo Bill |
Deiziad ganedigezh | 26 C'hwe 1846 |
Lec'h ganedigezh | Le Claire |
Deiziad ar marv | 10 Gen 1917 |
Lec'h ar marv | Denver |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | kidney failure |
Lec'h douaridigezh | Lookout Mountain |
Tad | Isaac Cody |
Mamm | Mary Ann Bonsell Laycock |
Breur pe c'hoar | Helen Cody, Mary Cody Decker, Julia Cody Goodman, Eliza Cody Myers |
Pried | Louisa Frederici |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Grad milourel | private |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Prizioù resevet | Medal of Honor |
Lec'hienn ofisiel | https://buffalobill.org/ |
Facial hair | handlebar moustache, Van Dyke beard |
William Frederick Cody, lesanvet Buffalo Bill (Le Claire, tiriad Iowa, 26 a viz C'hwevrer 1846 – Denver, Colorado, 10 a viz Genver 1917) a oa ur soudard, chaseour, aktour, den a aferioù, hag un haroz eus mare aloubadeg ar Far West e Stadoù Unanet Amerika. Brudet e oa evel chaseer bizoned. Ren a reas ar Buffalo Bill's Wild West, ur gompagnunezh arvestoù hag a zeuas da Europa.
Familh William Cody a guitaas an Iowa e 1853 d'en em staliañ e Fort Leavenworth, e Tiriad Kansas. E dad a oa a-enep d'ar sklaverezh. Goustilhet e voe da vare un diviz publik war ar sujed-mañ. Mervel a reas diwar ur c'hleñved skevent hag e c'hloazadennoù e miz Ebrel 1857. Er memes bloavezh e krogas William Cody da vezañ sklêrijenner evit arme Stadoù-Unanet Amerika. Anavezout a rae mat-tre takad kreiz ar Plaenennoù Bras. E 1861 e labouras ivez ur bloavezh evit ar Pony Express.
E 1863 e rollas er rejimant marc'hegerezh 7vet rejimant marc'hegiezh Kansas evit stourm eus tu an Unaniezh er Brezel Sivil. E fin ar brezel e 1865 e krogas embregerezhioù da sevel linennoù hent-houarn evit liammañ kornôg ha reter ar Stadoù-Unanet. Etre 1887 ha 1868 e voe implijet gant ar Kansas Pacific Railway evel chaseour bizoned evit magañ ar vicherourien. Abalamour ma oa barrek-tre war ar chaseal e voe lesanvet Buffalo Bill gant ar vicherourien a oa aet skuizh o tebriñ kig-bizon sul gouel ha bemdez.
Etre 1868 ha 1872 e labouras adarre evel sklêrijenner evit an arme amerikan da vare ar brezelioù a-enep an Ameridianed e takadoù 'zo eus ar Plaenennoù Bras. D'ar mare-se e kejas e 1869 gant Ned Bustline, ur c'hazetenner, a grogas da skrivañ romantoù berr diwar e benn. Berzh a rejont ha brud a dapas Buffalo Bill a-drugarez d'an istorioù-se, a gonte darvoudoù c'hoarvezet dezhañ er Far West. Ijinet e oa darvoudoù 'zo memestra. Tost da 600 romant a voe embannet betek 1912.[1] E 1872 e c'hoarias Buffalo Bill en ur pezh-c'hoariva war e vuhez, produet gant Ned Bustline. Burutelladennoù fall a savas a-berzh kazetennoù ar vro diwar e benn.
Ne oa ket en e vleud William Cody, abalamour ne oa ket paotr al leurennoù hag an teatroù bras. Soñjal a reas neuze tennañ gounid eus e vrud ha deus e varregezhioù evit sevel un arvest diavaez a daolenne e droioù-kaer, gwir pe ijinet. Implijout a reas ur strollad tennerien, marc'hegerien hag amerindianed a c'hoarie istorioù tagadennoù rederigoù ha darvoudoù a bep seurt. Anvet e voe an arvest Buffalo Bill's Wild West. Berzh a reas a-drugarez da dudennoù evel Annie Oakley pe Sitting Bull ivez. William Cody a veajas betek Europa da ginnig e arvest dirak ar rouanez Victoria. Kejañ a reas gant ar pab Leon XIII. E 1894 e voe filmet evit Buffalo Bill,en unan eus ar filmoù mut kentañ.
Sevel a reas ur gêr diwar netra er Wyoming e 1896 evit staliañ e arvest eno. Anvet e voe Cody. Ur mirdi war e vuhez a zo eno hiziv-an-deiz.
Treiñ a reas ar Buffalo Bill's Wild West er bed a-bezh betek 1906. Mont a reas William Cody war e leve goude. Mervel a reas e 1917. Douaret e voe war menez Lookout Mountain (Colorado).