Bugeildy (skrivet Beguildy e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter kontelezh Powys. Emañ tost d’an harzoù gant Bro-Saoz, war lez kornôg ar stêr Tefeidiad, er gwalarn da gêr Tref-y-clawdd.
Eus ar XIVvet kantved eo an iliz met adkempennet e voe kalzik en XIXvet kantved. Dismantroù ur voudenn-gastell norman zo e-kichen.
Ouzhpenn kêriadenn Bugeildy, emañ ivez kêriadennoù Llanddewi-yn-Heiob ha Cnwclas er gumuniezh.
E 2011 e oa 723 a dud o chom e kumuniezh Bugeildy ha 75 a oa kembraegerien (10,6%)[1].